Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 4:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Henaourien Israel a lakaio o dornioù war benn ar c’hole dirak an AOTROU, hag e vo lazhet ar c’hole dirak an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 4:15
16 Referencias Cruzadas  

Hag e voe tostaet bouc'hed-dic'haouiñ dirak ar roue ha dirak ar vodadenn, hag e lakajont o daouarn warno.


Doue a lavaras da Voizez: Pign etrezek an AOTROU , te hag Aaron, Nadab hag Abihu, ha dek ha tri-ugent eus henaourien Israel, hag e taoulinot a-bell.


Moizez hag Aaron, Nadab hag Abihu, ha dek ha tri-ugent eus henaourien Israel a bignas,


Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.


Lakaat a raio e zorn war benn al loskaberzh, a vo degemeret evit ober dic’haou.


Aaron a lakaio e zaouarn war benn ar bouc’h bev hag ec’h anzavo warnañ holl zireizhderioù mibien Israel hag o disentidigezh en o holl bec’hedoù; o lakaat a raio war benn ar bouc’h hag en kaso kuit el lec’h distro gant sikour un den evit-se.


An aberzhour olevet a zegaso eus gwad ar c’hole e teltenn an engalv;


Degas a raio ar c’hole ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU. Lakaat a raio e zorn war benn ar c’hole, a vo lazhet dirak an AOTROU.


Degas a reas ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ; hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ.


Degas a reas tourz al loskaberzh, hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.


Degas a reas an eil tourz, tourz ar gouestladur, hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Dastum din dek den ha tri-ugent a-douez henaourien Israel, a anavezez evel henaourien ar bobl hag o vezañ perzh warno; degas anezho da deltenn an engalv, ma en em zalc'hint eno ganit.


An AOTROU a ziskennas er goabrenn hag a gomzas outañ; kemer a reas eus ar spered a oa warnañ da lakaat war an dek henaour a tri-ugent. Pa en em lakaas ar spered warno, e profedjont, met ne gendalc'hjont ket.


Lakaat a ri al Levited da dostaat dirak an AOTROU, ha mibien Israel a lakaio o daouarn war al Levited.


Al Levited a lakaio o daouarn war benn ar c'holeoù, hag e kinnigi unan evel aberzh-dic'haouiñ hag egile evel loskaberzh, evit ober dic'haou evit al Levited.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos