Joaz a lavaras d'an aberzhourien: An holl arc'hant santel a vez degaset da di an AOTROU, an arc'hant a bep den a dremen, an arc'hant a zle pep hini hervez ar prizadur bet graet, hag an arc'hant a zegas pep hini a-youl-vat e ti an AOTROU,
Mar d-eo ul loen dic’hlan, e vo dasprenet hervez da brizadur en ur lakaat ar bempvedenn ouzhpenn; ma n’eo ket dasprenet, e vo gwerzhet hervez da brizadur.
Talvoudegezh an dra flipet digant ar santual a baeo, en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio kement-se d’an aberzhour; an aberzhour a raio an dic’haou evitañ gant tourz an aberzh a gablusted, hag e vo pardonet dezhañ.