Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 27:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Mar c’hoantaer e zasprenañ, e vo adlakaet ar bempvedenn war ar prizadur.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 27:13
9 Referencias Cruzadas  

P’en devo debret un den diratozh un dra santel, e lakaio ouzhpenn warnañ ar bempvedenn, hag e rento d’an aberzhour an dra santel.


Ne vo ket kemmet, ha ne vo ket lakaet en e lec’h unan mat evit unan fall pe unan fall evit unan mat. Mar d-eo lakaet ul loen evit unan all, hemañ kenkoulz hag al loen lakaet en e lec’h a vo traoù santel.


hag eñ a brizo anezhañ hervez ma vo mat pe fall; ar prizadur a vo hini an aberzhour.


Pa santelaio unan bennak e di evit bezañ santel evit an AOTROU, an aberzhour a raio ar prizadur hervez ma vo mat pe fall; ar prizadur a chomo hini an aberzhour.


Mar fell d’an hini en deus santelaet e di e zasprenañ, ec’h adlakaio ar bempvedenn war dalvoudegezh ar prizadur, hag e vo dezhañ.


Mar fell d’an hini en deus santelaet e bark e zasprenañ, ec’h adlakaio ar bempvedenn war dalvoudegezh ar prizadur, hag e chomo dezhañ.


Mar d-eo ul loen dic’hlan, e vo dasprenet hervez da brizadur en ur lakaat ar bempvedenn ouzhpenn; ma n’eo ket dasprenet, e vo gwerzhet hervez da brizadur.


Talvoudegezh an dra flipet digant ar santual a baeo, en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio kement-se d’an aberzhour; an aberzhour a raio an dic’haou evitañ gant tourz an aberzh a gablusted, hag e vo pardonet dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos