Ne vo ket kemmet, ha ne vo ket lakaet en e lec’h unan mat evit unan fall pe unan fall evit unan mat. Mar d-eo lakaet ul loen evit unan all, hemañ kenkoulz hag al loen lakaet en e lec’h a vo traoù santel.
Milliget eo an toueller, an hini en deus ur par en e dropell, hag a ouestl hag a aberzh ul loen dic'hlan d'an AOTROU. Rak me a zo ur roue bras, eme AOTROU an armeoù, ha va anv a zo doujet e-touez ar broadoù.