mar deuont enno o-unan er vro ma vint harluet enni, mar pedont o kaout keuz e bro ar re o devo o harluet, o lavarout: Pec'het hon eus, graet hon eus an droug, en em renet hon eus gant fallentez,
mar distroont da'z kavout a-greiz o holl galon hag o holl ene e bro o enebourien ma vint bet harluet enni, mar pedont o sellout etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoù, etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,
AOTROU Doue Israel, te a zo reizh! Menel a reomp ur restad ac'hanomp oc'h achap, evel ma vez gwelet hiziv. Setu ni dirak da zremm gant hor pec'hed, ha ne c'hellfemp ket chom dirazout en abeg da-se.
hag e lavaris: Va Doue! Ruziañ a ran ha mezh am eus o sevel va dremm dirazout, o va Doue! Rak hon direizhder en deus kresket dreist hor pennoù, hag hon torfed en deus tizhet betek an neñvoù.
Roet em eus da anavezout dit va fec'hed ha ne'm eus ket kuzhet ouzhit va direizhder. Lavaret em eus: Anzav a rin va disentidigezh d'an AOTROU. Ha te ac'h eus lamet poan va fec'hed. Ehan
Sell AOTROU! Me 'zo en estrenvan, va c'hreizon a verv. Va c'halon a zo trubuilhet ennon, rak gwall zisent on bet. En diavaez ar c'hleze en deus graet e zistrujoù, en diabarzh ez eus ar marv.
Ho frealziñ a raint pa ho po gwelet o hent hag o oberennoù. Neuze ec'h anavezot n'em bo ket graet hep abeg an holl bezh am eus graet dezhi, eme an Aotrou AOTROU.
Soñj ho po eus hoc'h hentoù fall hag eus hoc'h oberoù ne oant ket mat, hag euzh ho po ouzhoc'h hoc'h-unan en abeg d'ho direizhder ha d'hoc'h euzhusterioù.
ec'h anzavo ar pec'hed en devo graet, e tic'haouo an dismegañs en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio anezhañ d'an hini eo en em lakaet kablus en e geñver.