Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 25:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Sabad an douar a vo ho poued, dit, da’z servijer, da’z matezh, da’z tevezhour, d’an diavaeziad a zo o chom ganit,

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 25:6
9 Referencias Cruzadas  

Ha setu un arouez evidout, Ezekiaz: Debret e vo er bloaz-mañ ar pezh a zeuio anezhañ e-unan, hag en eilvet bloavezh ar pezh a gresko hep ma vo hadet, met en trede bloavezh, e hadot hag e vedot, e plantot gwiniennoù hag e tebrot ar frouezh anezho.


Met d'ar seizhvet e lakai anezhañ da ehanañ hag e lezi anezhañ da ziskuizhañ. Peorien da bobl a zebro e frouezh ha loened ar parkeier a zebro ar pezh a vano. Ober a ri an hevelep tra da'z kwinienn ha da'z olivezeg.


Hag e lavarot: Petra a zebrimp er seizhvet bloaz, ma ne hadomp ket ha ma ne zastumomp ket hon eost?


Kas a rin va bennozh e-pad ar c’hwec’hvet bloaz, hag e roio deoc’h eost evit tri bloaz.


ne vedi ket ar pezh a gresko anezhañ e-unan eus ar greun kouezhet e-pad an eost, ne zastumi ket ar rezin eus da winieg digempenn, rak ur bloavezh a ziskuizh e vo evit an douar.


da’z loened ha d’an anevaled a vo en da vro. Debret e vo eus an holl bezh taolet gant an douar.


Ar re holl a grede a oa en hevelep lec’h ha pep tra a oa kumun etrezo.


Al lod bras eus ar re o doa kredet ne oant holl nemet ur galon hag un ene. Den ne lavare e oa dezhañ tamm ebet eus ar madoù en doa, met an holl draoù a oa kumun etrezo.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos