3 E-pad c’hwec’h vloaz e hadi da bark, e-pad c’hwec’h vloaz e troc’hi da winieg hag e tastumi ar frouezh anezho,
E-pad c'hwec'h vloaz e hadi an douar hag e tastumi ar frouezh anezhañ.
Met d'ar seizhvet e lakai anezhañ da ehanañ hag e lezi anezhañ da ziskuizhañ. Peorien da bobl a zebro e frouezh ha loened ar parkeier a zebro ar pezh a vano. Ober a ri an hevelep tra da'z kwinienn ha da'z olivezeg.
Komz da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet er vro a roan deoc’h, an douar en devo ur sabad evit an AOTROU.