Leviegezh 24:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned8 Bep deiz sabad e vo fichet ar baraoù-mañ dirak an AOTROU, dalc’hmat; a-berzh mibien Israel, e vo un emglev peurbadus. Ver Capítulo |
o lakaat da vogediñ evit an AOTROU, bep mintin ha bep abardaez, al loskaberzhoù hag an ezañs a c'hwezh-vat. Ar baraoù a ginnig a zo renket war an daol c'hlan, hag e vez enaouet ar c'hantolor aour gant e lampoù bep abardaez. Rak mirout a reomp ar pezh a fell d'an AOTROU hon Doue e vefe miret, met c'hwi hoc'h eus e zilezet.
Setu, emaon o vont da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evit e ouestlañ dezhañ, evit ma vo lakaet da vogediñ dirazañ an ezañs a c'hwezh-vat, evit ma vo kinniget dalc'hmat dezhañ ar baraoù a ginnig, evit al loskaberzhoù d'ar mintin ha d'an abardaez, d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez ha da ouelioù an AOTROU hon Doue, ar pezh a vo graet da viken gant Israel.