Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 24:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Mab ar vaouez Israelat a vallozhas anv an AOTROU hag en milligas. Degaset e voe da Voizez. Anv e vamm a oa Shelomid, merc’h Dibri, eus meuriad Dan.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 24:11
33 Referencias Cruzadas  

koulskoude, dre ma ec'h eus roet da enebourien an AOTROU lec'h da vallozhiñ gant an dra-se, ar mab a zo bet ganet dit a varvo a-dra-sur.


Lakait da zerc'hel dirazañ daou vab Belial, evit testeniañ a-enep dezhañ o lavarout: Mallozhet ec'h eus Doue hag ar roue! Goude e kasot anezhañ er-maez, ha ra vo meinataet ha ra varvo.


Daou vab Belial a zeuas hag en em zalc'has dirazañ. Ar vibien Belial-se a destenias a-enep Nabod dirak ar bobl o lavarout: Nabod en deus mallozhet Doue hag ar roue. Goude e kasjont anezhañ er-maez eus kêr, hag e voe meinataet hag e varvas.


Ra ne lakaio ket Ezekiaz ac'hanoc'h da fiziout en AOTROU en ur lavarout: An AOTROU ne vanko ket d'hon dieubiñ, hag ar gêr-mañ ne vo ket lezet e daouarn roue Asiria.


A-douez holl doueoù ar broioù-se, pere o deus dieubet o bro diouzh va dorn, evit ma tieubo an AOTROU Jeruzalem diouzh va dorn?


Hag Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour, a zistroas da gavout Ezekiaz, o dilhad roget, hag e lavarjont dezhañ komzoù Rabshake.


Evel-henn e komzot da Ezekiaz roue Juda o lavarout: Ra ne douello ket ac'hanout da Zoue ma fiziez ennañ o lavarout: Jeruzalem ne gouezho ket etre daouarn roue Asiria.


Piv ac'h eus dismegañset ha goapaet? A-enep piv ec'h eus savet da vouezh, ha douget d'an nec'h da zaoulagad? A-enep Sant Israel eo.


Izaia a lavaras dezho: Evel-henn e komzot d'ho mestr: Evel-henn e komz an AOTROU: Na'z pez ket aon rak ar c'homzoù ec'h eus klevet, hag o deus va dismegañset drezo servijerien roue Asiria.


Met astenn da zorn, sko war gement a zo dezhañ, hag e villigo ac'hanout en da zremm.


E kement-se holl, Job ne bec'has ket, ne rebechas netra da Zoue.


Ha pa veze echu tro deizioù ar fest, Job a gase da gerc'hat e vibien evit o santelaat. O sevel mintin mat, e kinnige loskaberzhoù evit pep hini anezho, rak Job a lavare: Marteze o deus pec'het va mibien, hag o deus dismegañset Doue en o c'halonoù. Evel-se e rae Job bepred.


Met astenn da zorn ha sko war e eskern hag war e gig, hag e villigo ac'hanout en da zremm.


Az pez soñj penaos an enebour a zismegañs, o AOTROU, ha penaos ur bobl diskiant a zispriz da anv!


Sav, o Doue, difenn da gaoz! Az pez soñj eus an dismegañs a zo graet bemdez gant an den diskiant.


Ra varnint ar bobl e pep amzer. Mar bez traoù bras, ra o disklêrint dit, met ra varnint o-unan an holl draoù bihan. Skañva da vec'h ha ra en dougint ganit.


Barn a raent ar bobl e pep amzer, o tisklêriañ da Voizez an traoù diaes hag o varn o-unan an holl draoù bihan.


Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc'ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.


Ne zroukkomzi ket eus Doue ha ne villigi ket priñs da bobl.


Doue a lavaras c'hoazh da Voizez: Evel-henn e komzi da vibien Israel: An AOTROU , Doue ho tadoù, Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob, en deus va c'haset d'ho kavout. Hennezh eo va anv da viken, hennezh eo va eñvor a lignez da lignez.


Kantren a raint er vro, bec'hiet ha marnaoniet. Ha p'o devo naon, e savo droug enno, e villigint o roue hag o Doue, e savint o daoulagad war-zu an nec'h,


Mab ur vaouez Israelat, hag a oa mab d’un den Ejipsian, a zeuas er-maez e-kreiz mibien Israel. Ha mab ar vaouez Israelat-se en em gannas er c’hamp gant un den Israelat.


Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? Setu, klevet hoc’h eus e ledoued.


Rak anv Doue a zo mezhekaet e-touez ar baganed en abeg deoc’h, evel ma’z eo kement-se skrivet.


me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,


An dud a vallozhjont Doue an neñv abalamour d’o glac’haroù ha d’o goulioù, ha n’o deus ket keuz eus o oberoù.


Hag e kouezhas eus an neñv war an dud ur grizilh bras, ken pounner hag un talant pep grizilhenn. An dud a vallozhas Doue abalamour da c’houli ar grizilh, rak ar gouli-se a voe bras-meurbet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos