D'an deiz kentañ e vo ur c'hengalv santel. Bez' ho po ivez unan er seizhvet devezh. Ne vo graet labour ebet en deizioù-se, fichet e vo hepken deoc'h ar pezh a zle pep den debriñ.
E-pad ar seizh devezh eus ar gouel-mañ, e kinnigo evel loskaberzh d'an AOTROU seizh kole ha seizh tourz, disi, bemdez, e-pad ar seizh devezh, hag ivez ur menn-gavr, bemdez, evel aberzh-dic'haouiñ.