Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 23:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 An aberzhour a hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU, an daou oan gant bara ar frouezh kentañ; santelaet e vint d’an AOTROU, hag e vint evit an aberzhour.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 23:20
12 Referencias Cruzadas  

Hag e lakai an holl draoù-se war balvoù daouarn Aaron ha war balvoù daouarn e vibien, hag e heji anezho evel ur prof dirak an AOTROU .


Eus ho chomlec’hioù e tegasot daou vara evit o hejañ evel ur prof; bez’ e vint a zaou dekvedenn a flour bleud, poazhet gant goell; ar re-se eo frouezh kentañ d’an AOTROU.


Kinnig a reot ur bouc’h evit an aberzh-dic’haouiñ, ha daou oan eus ur bloaz evit an aberzh a drugarekadennoù.


Er memes deiz-mañ ec’h embannot e vo ur c’hengalv santel; ne reot labour-mevel ebet. Ur reolenn beurbadus e vo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù.


Moizez a gemeras ar bruched hag a hejas anezhañ evel ur prof dirak an AOTROU; diouzh an tourz a c’houestladur e voe lodenn Voizez, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.


Gloar da Zoue el lec’hioù uhel meurbet! Peoc’h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud!


Mar hon eus hadet evidoc’h ar madoù speredel, hag ur gwall dra e vefe deomp mediñ diganeoc’h ar madoù kigel?


Rak eñ eo hor peoc’h, eñ hag en deus graet unan hepken eus an daou en ur ziskar ar voger a zisparti,


roet e vo dezhañ ivez frouezh kentañ da winizh, da win ha da eoul, ha touz kentañ da zeñved,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos