Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 23:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Eus ho chomlec’hioù e tegasot daou vara evit o hejañ evel ur prof; bez’ e vint a zaou dekvedenn a flour bleud, poazhet gant goell; ar re-se eo frouezh kentañ d’an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 23:17
22 Referencias Cruzadas  

karget e oamp da zegas d'an aberzhourien e kambroù ti hon Doue, tammoù kentañ hon toaz, hor profoù savet, frouezh eus an holl wez, gwin, eoul, hag hor boa da zegas d'al Levited deog hon douar, rak al Levited a gemer an deog diwar an holl gêrioù eus hor gounidigezh.


Ne zalei ket da brofañ ar frouezh kentañ eus ar pezh a leugn da solier nag eus ar pezh a red eus da waskell. Reiñ a ri din ar c’hentañ-ganet eus da vibien.


- Gouel an eost, frouezh kentañ eus da labour, eus ar pezh az po hadet er parkeier. - Gouel an dastum, da zibenn ar bloaz, pa ez po dastumet eus da barkeier frouezh da labour.


Degas a ri frouezh kentañ an douar e ti an AOTROU da Zoue. Ne boazhi ket ar menn-gavr e laezh e vamm.


Lidañ a ri gouel ar sizhunioù en amzer ar frouezh kentañ eus eost ar gwinizh, ha gouel an eost e dibenn ar bloaz.


Degas a ri frouezh kentañ an douar e ti an AOTROU da Zoue. Ne boazhi ket ar menn-gavr e laezh e vamm.


Evel prof ar frouezh kentañ e c’hellot o c’hinnig d’an AOTROU, met ne vint ket lakaet da vogediñ war an aoter evel ur c’hwezh dudius.


Komz da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet er vro a roan deoc’h ha ma reot an eost enni, e tegasot d’an aberzhour ur feskenn eus frouezh kentañ hoc’h eost.


Gant ar baraoù, e kinnigot seizh oan disi eus ur bloaz, ur c’hole yaouank ha daou dourz; bez’ e vint ul loskaberzh d’an AOTROU gant an donezon hag an evadkinnig, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


Ouzhpenn ar gwestell e kinnigo ur prof bara goet gant e aberzh evit trugarekaat pe aberzh a drugarekadennoù.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Roet em eus dit ar wellañ lodenn eus an eoul, ar wellañ lodenn eus ar gwin hag eus ar gwinizh, o frouezh kentañ a ginnigint d'an AOTROU.


Kentañ frouezh o douar, hag a zegasint d'an AOTROU, a vo dit. Piv bennak a vo glan ez ti a zebro diouto.


Da zeiz ar frouezh kentañ, pa ginnigot un donezon nevez d'an AOTROU, da c'houel ar sizhunioù, e vo ur c'hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet.


Lavarout a reas dezho ar barabolenn all-mañ: Rouantelezh a neñvoù a zo heñvel ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton bleud, betek ma vo an toaz goet holl.


ha n’eo ket hi hepken, met ni ivez, en ur gaout frouezh kentañ ar Spered, e huanadomp ivez ennomp hon-unan o c’hortoz an advugelañ, dasprenadur hor c’horf.


Met bremañ Krist a zo adsavet a-douez ar re varv; deuet eo da vezañ ar frouezh kentañ eus ar re a zo marv.


Hor c’hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c’hentañ frouezh eus e grouadurien.


Ar re mañ eo ar re n’int ket en em saotret gant gwragez rak gwerc’h int. Ar re-mañ eo ar re a heuilh an Oan e lec’h bennak ma’z a. Ar re-mañ eo ar re a zo bet dasprenet a-douez an dud, evel frouezh kentañ evit Doue hag evit an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos