Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 23:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Komz da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet er vro a roan deoc’h ha ma reot an eost enni, e tegasot d’an aberzhour ur feskenn eus frouezh kentañ hoc’h eost.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 23:10
22 Referencias Cruzadas  

Ne zalei ket da brofañ ar frouezh kentañ eus ar pezh a leugn da solier nag eus ar pezh a red eus da waskell. Reiñ a ri din ar c’hentañ-ganet eus da vibien.


- Gouel an eost, frouezh kentañ eus da labour, eus ar pezh az po hadet er parkeier. - Gouel an dastum, da zibenn ar bloaz, pa ez po dastumet eus da barkeier frouezh da labour.


Degas a ri frouezh kentañ an douar e ti an AOTROU da Zoue. Ne boazhi ket ar menn-gavr e laezh e vamm.


Lidañ a ri gouel ar sizhunioù en amzer ar frouezh kentañ eus eost ar gwinizh, ha gouel an eost e dibenn ar bloaz.


Degas a ri frouezh kentañ an douar e ti an AOTROU da Zoue. Ne boazhi ket ar menn-gavr e laezh e vamm.


Frouezh kentañ eus an holl rummoù hag eus an holl brofoù savet, a bep seurt, a vo d'an aberzhourien. Hag e roiot d'an aberzhourien lodenn gentañ ho toaz, evit ma chomo ar vennozh war ho ti.


Pa viot aet e bro Ganaan, a roan deoc’h da berc’hennañ, mar lakaan ur gouli lorgnez war un ti eus ar vro a vo deoc’h,


Hejañ a raio evel ur prof ar feskenn dirak an AOTROU, evit ma vo degemeret mat; an aberzhour a hejo anezhi an deiz war-lerc’h ar sabad.


Eus ho chomlec’hioù e tegasot daou vara evit o hejañ evel ur prof; bez’ e vint a zaou dekvedenn a flour bleud, poazhet gant goell; ar re-se eo frouezh kentañ d’an AOTROU.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Komz da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet er vro a roan deoc'h evit chom enni,


Da zeiz ar frouezh kentañ, pa ginnigot un donezon nevez d'an AOTROU, da c'houel ar sizhunioù, e vo ur c'hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet.


Mar d-eo ar frouezh kentañ santel, ar bern a zo ivez, ha mar d-eo ar wrizienn santel, ar brankoù a zo ivez.


Kontañ a ri seizh sizhun; adalek ma vo kroget gant ar falz en edeier, en em lakai da gontañ ar seizh sizhun-se,


Hor c’hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c’hentañ frouezh eus e grouadurien.


Kerkent ha ma en em gavas ar re a zouge an arc'h er Jordan, ha ma voe glebiet treid an aberzhourien a zouge an arc'h e bord an dour, hag ar Jordan a fenn dreist e ribloù e-pad holl amzer an eost,


Ar re mañ eo ar re n’int ket en em saotret gant gwragez rak gwerc’h int. Ar re-mañ eo ar re a heuilh an Oan e lec’h bennak ma’z a. Ar re-mañ eo ar re a zo bet dasprenet a-douez an dud, evel frouezh kentañ evit Doue hag evit an Oan.


Evel-se eo e tistroas Naomi gant Rud, ar plac'h eus Moab. Hag ez ejont e-barzh Betlehem e deroù eost an heiz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos