Lakaet hoc'h eus mibien an diavaezidi, tud diamdroc'h a galon ha diamdroc'h a gig, da zont e-barzh va santual ha da saotrañ va zi, kinniget hoc'h eus va bara, al lard hag ar gwad, torret hoc'h eus va emglev gant hoc'h holl euzhusterioù.
Un eñvor eo da vibien Israel, ma ne dostafe ket un diavaeziad na vefe ket eus lignez Aaron evit kinnig c'hwezh-vat dirak an AOTROU, ha ma ne c'hoarvezfe ket evel gant Kora hag e strollad, hervez m'en doa lavaret an AOTROU dre Voizez.