Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 22:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Merc’h un aberzhour hag a vefe intañvez pe kaset kuit gant hec’h ozhac’h, hep bugale, hag a zistrofe da di he zad evel en he yaouankiz, a zebro boued he zad. Met diavaeziad ebet ne zebro dioutañ.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 22:13
11 Referencias Cruzadas  

Juda a lavaras da Damar e verc'h-kaer: Chom intañvez e ti da dad betek ma vo Shela va mab deuet d'e vent. Rak lavarout a reas: Diwallomp na varvfe eñ ivez evel e vreudeur. Tamar a yeas hag a chomas e ti he zad.


Ar gouarnour a lavaras dezho na zebrfent ket traoù santel-meurbet ken n'en em zalc'hfe an aberzhour dirak an Urim hag an Thummim.


An AOTROU a lavaras da Voizez ha da Aaron: Setu urzhiadur ar Pask: Diavaeziad ebet ne zebro dioutañ.


Debriñ a raint eta an traoù-se, a vo graet an dic'haou drezo evit o gouestlañ hag o santelaat. Met un diavaeziad ne zebro ket diouto rak santelaet int bet.


N'hoc'h eus ket miret servij va santual, met lakaet hoc'h eus mirerien all evit va servij em santual.


Ar bruched hejet evel ur prof hag ar skoaz kinniget evel prof savet a zebrot en ul lec’h glan, te, da vibien ha da verc’hed ganit, rak roet int deoc’h evel da zroed ha droed da vibien diwar aberzhoù a drugarekadennoù mibien Israel.


Diavaez ebet ne zebro traoù santel. An hini a chom e ti un aberzhour hag an devezhour ne zebrint ket traoù santel.


Merc’h un aberzhour hag a vefe dimezet d’un diavaeziad, ne zebro ket an traoù santel kinniget evel prof savet.


Pa vo aet kuit eus e di, e c'hello dont da vezañ gwreg da un den all.


En deiz-se en em zalc'he eno, dirak an AOTROU , un den a-douez servijerien Saül. Anvet e oa Doeg, un Edomad, penn mesaerien Saül.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos