Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.
Pep den e-touez diskennidi an aberzhour Aaron hag en devo ur si, ne dostaio ket da ginnig ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Ur si a zo ennañ, ne dostaio ket da ginnig boued e Zoue.
hag a gomzas ouzh Kora hag ouzh e holl strollad o lavarout: Warc'hoazh beure an AOTROU a roio da anavezout ar re a zo dezhañ hag ar re a zo santel, hag e lakaio da dostaat outañ an hini en devo dibabet.