Ne gemerint ket da wreg un intañvez, nag unan gaset kuit, met e kemerint gwerc'hezed eus gouenn ti Israel, pe un intañvez a oa bet d'un aberzhour diagent.
Ne gemero nag un intañvez, nag ur wreg kaset kuit gant hec’h ozhac’h, nag ur wreg disakret pe aet da c’hast, met e kemero evel gwreg ur werc’hez a-douez e bobl.
Rak me a zo gwarizius ac’hanoc’h, gant ur warizi eus Doue, abalamour ma em eus unanet ac’hanoc’h da ur pried hepken, evit ho kinnig da Grist evel ur werc’hez c’hlan.
Ar re mañ eo ar re n’int ket en em saotret gant gwragez rak gwerc’h int. Ar re-mañ eo ar re a heuilh an Oan e lec’h bennak ma’z a. Ar re-mañ eo ar re a zo bet dasprenet a-douez an dud, evel frouezh kentañ evit Doue hag evit an Oan.