20 Mar kousk un den gant e voereb, e tizoloio noazhder e eontr; dougen a raint o fec’hed hag e varvint hep bugale.
N'en devo na lignez na rumm e-touez e bobl, den ne vevo war e lerc'h en e chomlec'hioù.
Ra vo e lignez lamet kuit, ra steuzio e anv gant ar rummad da zont!
Evel-henn e komz an AOTROU: Enskrivit an den-se evel dirannet eus mibien, evel un den ne raio ket berzh en e zeizioù, rak eus e lignez, den ne c'hello azezañ war dron David, na ren c'hoazh war Juda.
Ne zizoloi ket noazhder breur da dad, ne dostaio ket ouzh e wreg, da voereb eo.
Mar kemer un den gwreg e vreur, ur saotradur eo, dizoloet en deus noazhder e vreur; bez’ e vint hep bugale.
Evel-se eo en deus graet an Aotrou em c’heñver, en deizioù-mañ m’en deus sellet ouzhin evit lemel an dismegañs a oa warnon dirak an dud.
N’o doa bugel ebet rak Elesbed a oa gaonac’h. O-daou e oant aet war an oad.
rak setu, deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc’hed difrouezh, ar c’hofoù n’o deus ket ganet hag an divronn n’o deus ket maget!