Ne'c'h eus ket kinniget din oaned da loskaberzhoù, ne'c'h eus ket va enoret gant da aberzhoù, ne'm eus ket trubuilhet ac'hanout evit profoù, ne'm eus ket skuizhet ac'hanout evit ezañs,
Hag e tegasint hoc'h holl vreudeur a-douez an holl vroadoù evel ur prof d'an AOTROU, war gezeg, war girri, war leterioù, war vuled, war zremedaled, da'm menez santel, da Jeruzalem, eme an AOTROU, evel ma tegas mibien Israel ur prof en ul lestr glan da di an AOTROU.
Hag e lavaras din: Amañ emañ al lec'h ma lakaio an aberzhourien da virviñ kig an aberzhoù a gablusted hag an aberzhoù-dic'haouiñ, ha ma lakaint da boazhañ an donezonoù, evit na gasint ket anezho d'al leurenn diavaez ha na santelaint ket ar bobl.
D’an eizhvet deiz e kemero daou oan disi hag un dañvadez disi eus ur bloaz, teir dekvedenn efa (3/10 efa 9 l) flour bleud mezet gant eoul evel donezon, hag ul log eoul.
Ma ne c’hell ket pourchas div durzhunell pe div goulm yaouank, an hini en deus pec’het a ginnigo evit e brof un dekvedenn efa (1/10 efa 3 l) flour bleud evel aberzh-dic’haouiñ; ne skuilho ket eoul warnañ ha ne lakaio ket ezañs warnañ, rak un aberzh-dic’haouiñ e vo.
ur c’hole hag un tourz evit un aberzh a drugarekadennoù, evit aberzhiñ dirak an AOTROU, hag un donezon mezet gant eoul, rak hiziv an AOTROU en em ziskouezo deoc’h.
Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.
Kement-mañ a vo dit a-douez an traoù santel-meurbet na vint ket kuzumet dre an tan: o holl brofoù, o holl zonezonoù, o holl aberzhoù-dic'haouiñ, o holl aberzhoù a gablusted a zegasint din; an traoù santel-meurbet-se a vo evidout hag evit da vibien.
E brof a voe: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,
Ar prof a reas a voe: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,
Met an oleviadur hoc’h eus resevet digantañ a chom ennoc’h ha n’hoc’h eus ket ezhomm e kelennfe den ac’hanoc’h. Hag evel ma tesk an oleviadur-se deoc’h pep tra, ma’z eo gwirion ha ma n’eo ket ur gaou, chomit ennañ hervez ma’z eo bet desket deoc’h gantañ.
Un ael all a zeuas hag en em zalc’has tost d’an aoter, gant un ezañsouer aour. Roet e voe dezhañ kalz a c’hwezh-vat da ginnig gant pedennoù an holl sent war an aoter aour a zo dirak an tron.