Mar pec’h unan bennak a zo test, goude bezañ klevet mouezh al le, o tremen hep disklêriañ ar pezh en deus gwelet pe ar pezh a oar, e tougo e zireizhder.
An hini a stoko ouzh un dra bennak dic’hlan, ouzh dic’hlander un den, ouzh ul loen dic’hlan pe ouzh un euzhenn bennak dic’hlan, hag a zebro eus kig an aberzh a drugarekadennoù a zo d’an AOTROU, a vo lamet eus e bobl.