Ha David a savas eno un aoter d'an AOTROU, hag e kinnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù, hag an AOTROU a voe peoc'haet e-keñver ar vro, hag ar gouli a baouezas en Israel.
Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a zebro ur gwad bennak, me a lakaio va dremm a-enep an hini en devo debret gwad, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl,
ha n’en devo ket e zegaset ouzh digor teltenn an engalv evit ober ur prof d’an AOTROU dirak tabernakl an AOTROU, ar gwad a vo kontet d’an den-se; ar gwad en devo skuilhet hag an den-se a vo lamet eus e bobl,
Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.
Mibien Israel a glevas lavarout: Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase o deus savet un aoter a-dal da vro Ganaan, e rann-vro ar Jordan, en tu all da vibien Israel.
Evel-henn he deus lavaret holl vodadenn an AOTROU: Petra eo an torfed-se hoc'h eus graet a-enep Doue Israel? Perak hoc'h eus en em zistroet hiziv diouzh an AOTROU en ur sevel un aoter evit enebiñ hiziv ouzh an AOTROU?
Sav un aoter d'an AOTROU da Zoue war veg ar roc'h kreñv-mañ en un doare dereat, kemer an eil kole, ha kinnig anezhañ e loskaberzh gant koad an ashera az po troc'het.
Hag e tiskenni a-raok din da C'hilgal. Ha setu e tiskennin da'z kavout evit kinnig loskaberzhoù hag evit aberzhiñ aberzhoù a drugarekadennoù. Gortoz a ri seizh deiz betek ma en em gavin ez kichen, hag e tisklêrin dit ar pezh az po d'ober.
Samuel a lavaras: Penaos ez in? Saül a glevo, hag am lazho. An AOTROU a lavaras: Kemer a ri ganit un annoar, hag e lavari: Deuet on da aberzhiñ d'an AOTROU .
Neuze e kemeras Samuel un oan-laezh, a ginnigas en e bezh d'an AOTROU evel loskaberzh. Ha Samuel a grias etrezek an AOTROU evit Israel, hag an AOTROU a selaouas outañ.