Ar bouc’h m’eo kouezhet warnañ ar sord evit Azazel a vo lakaet bev dirak an AOTROU, evit ober warnañ an dic’haou hag e gas kuit da Azazel el lec’h distro.
Goude e lavarjont an eil d'egile: Deuit, taolomp ar sord, hag e ouezimp en abeg da biv e c'hoarvez an droug-se ganeomp. Teurel a rejont ar sord hag ar sord a gouezhas war Jonaz.
Lodennañ a reot ar vro dre ar sord evel hêrezh d'ho tiegezhioù. D'ar re a zo e niver bras e roiot un hêrezh vrasoc'h, d'ar re a zo e niver bihan e roiot un hêrezh vihanoc'h. Pep hini a resevo ar pezh a vo degouezhet dezhañ dre ar sord. Hoc'h hêrezh ho po hervez meuriad ho tadoù.