Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 16:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 Kement-mañ a vo evidoc’h ur reolenn beurbadus, graet e vo an dic’haou evit mibien Israel abalamour d’o holl bec’hedoù ur wech ar bloaz. Graet e voe evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 16:34
14 Referencias Cruzadas  

E teltenn an engalv, diavaez ar ouel a zo dirak an Testeni, Aaron hag e vibien a ficho anezhañ adalek an abardaez betek ar beure dirak an AOTROU . Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù, a vo miret gant mibien Israel.


Aaron a raio dic'haou war gerniel an aoter, ur wech ar bloaz. Gant gwad an aberzh-dic'haouiñ evit ar pec'hed, e vo graet dic'haou eno ur wech ar bloaz a rummadoù da rummadoù. Kement-se a vo un dra santel-meurbet d'an AOTROU .


Moizez a welas an holl labour ha setu: graet o doa al labour evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU ; graet o doa evel-se. Ha Moizez o bennigas.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Ne reot labour ebet en deiz-se, rak deiz-pardon e vo, graet e vo an dic’haou evidoc’h dirak an AOTROU ho Toue.


Ne reot labour ebet. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù.


Moizez a gomzas da vibien Israel, kas a rejont ar mallozher er-maez eus ar c’hamp, hag e veinatajont anezhañ. Mibien Israel a reas evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.


Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù: ne zebrot na lard na gwad.


D'an dekvet deiz eus ar seizhvet miz-se, ho po ur c'hengalv santel, ec'h izelaiot hoc'h eneoù ha ne reot labour ebet.


Rak dre ur prof hepken, en deus rentet peurvat da viken ar re a zo santelaet.


Met soñj ar pec’hedoù a zo degaset bep bloaz gant an aberzhoù-se,


nann evit en em ginnig e-unan meur a wech, evel ma’z a bep bloaz ar beleg-meur e sant ar sent gant ur gwad all n’eo ket e hini,


met ar beleg-meur e-unan a ya e-barzh an eilvet ur wech ar bloaz, nann hep dougen gwad kinniget evitañ e-unan hag evit pec’hedoù ar bobl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos