Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 16:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Aaron a yelo e teltenn an engalv hag e kuitaio e wiskamantoù lin en doa gwisket evit mont el lec’h santel, hag o lezo eno.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 16:23
8 Referencias Cruzadas  

Pa vo deuet an aberzhourien e-barzh, ned aint ket eus al lec'h santel d'al leurenn diavaez, met eno e lezint o dilhad ma reont ar servij ganto, rak santel int, hag e wiskint dilhad all evit tostaat ouzh ar bobl.


Pa'z aint d'al leurenn diavaez, d'al leurenn diavaez etrezek ar bobl, e tiwiskint o dilhad ma o deus servijet ganto, hag o lakaint er c'hambroù santel, hag e wiskint dilhad all, evit na santelaint ket ar bobl gant o dilhad.


Ar bouc’h a gaso gantañ o holl zireizhderioù en un douar digenvez; lezet e vo el lec’h distro.


Gwiskañ a raio an doneg lin santel, brageier lin a vo war e gig, gourizet e vo gant ur gouriz lin ha goloet gant un diarenn lin; ar re-se eo ar gwiskamantoù santel. Gwalc’hiñ a raio e gorf en dour hag e wisko anezho.


Neuze e tiwisko e wiskamantoù hag e wisko reoù all, hag e kaso al ludu er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan.


Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos