Evel-se e raio an dic’haou evit al lec’h santel en abeg da zic’hlanderioù mibien Israel hag en abeg d’o disentidigezh en o holl bec’hedoù. Ober a raio en hevelep doare evit teltenn an engalv a chom ganto e-touez o dic’hlanderioù.
Aaron a lakaio e zaouarn war benn ar bouc’h bev hag ec’h anzavo warnañ holl zireizhderioù mibien Israel hag o disentidigezh en o holl bec’hedoù; o lakaat a raio war benn ar bouc’h hag en kaso kuit el lec’h distro gant sikour un den evit-se.
Moizez en lazhas, a gemeras ar gwad, en lakaas gant e viz war gerniel an aoter hag en-dro dezhi, a c’hlanas an aoter, a skuilhas ar gwad ouzh troad an aoter, hag a santelaas anezhi evit ober dic’haou warni.
Hag, o vezañ graet ar peoc’h drezañ, dre wad e groaz, plijet eo bet gant an Tad adunvaniñ drezañ pep tra gantañ, ken an traoù a zo war an douar evel ar re a zo en neñvoù.