Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 16:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Mont a raio d’an aoter a zo dirak an AOTROU hag e raio an dic’haou evitañ; kemer a raio eus gwad ar c’hole hag eus gwad ar bouc’h, hag en lakaio war gerniel an aoter hag en-dro dezhi.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 16:18
14 Referencias Cruzadas  

Aaron a raio dic'haou war gerniel an aoter, ur wech ar bloaz. Gant gwad an aberzh-dic'haouiñ evit ar pec'hed, e vo graet dic'haou eno ur wech ar bloaz a rummadoù da rummadoù. Kement-se a vo un dra santel-meurbet d'an AOTROU .


Hag e kemeri eus e wad, a lakai war he fevar c'horn, war bevar c'hogn ar framm ha war ar rizenn tro-dro. Evel-se e c'hlanai anezhi hag e ri an dic'haou eviti.


D'an eil deiz e kinnigi ur bouc'h eus ar givri, disi, evel aberzh-dic'haouiñ. Hag e vo glanaet an aoter evel ma vo bet glanaet gant ar c'hole.


An aberzhour a gemero eus gwad an aberzh-dic'haouiñ, hag en lakaio war bostoù an ti, war bevar c'horn framm an aoter, ha war bostoù dor al leurenn diabarzh.


Evel-se e raio an dic’haou evit al lec’h santel en abeg da zic’hlanderioù mibien Israel hag en abeg d’o disentidigezh en o holl bec’hedoù. Ober a raio en hevelep doare evit teltenn an engalv a chom ganto e-touez o dic’hlanderioù.


Den ebet ne vo e teltenn an engalv pa’z aio enni evit ober an dic’haou el lec’h santel, ha betek ma teuio er-maez. Ober a raio an dic’haou evitañ hag evit e ziegezh, hag evit holl vodadenn Israel.


Lakaat a raio gwad war gerniel an aoter a zo dirak an AOTROU e teltenn an engalv, hag e skuilho an holl wad ouzh troad aoter al loskaberzhoù a zo ouzh digor teltenn an engalv.


An aberzhour a gemero gant e viz eus gwad an aberzh-dic’haouiñ, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad aoter al loskaberzhoù.


An aberzhour a lakaio gwad war gerniel aoter an ezañs a c’hwezh-vat a zo dirak an AOTROU e teltenn an engalv, hag e skuilho holl wad ar c’hole ouzh troad aoter al loskaberzhoù a zo ouzh digor teltenn an engalv.


Kinnig a reot ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ, evit ober dic'haou evidoc'h.


hag en em santelaan va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet er wirionez.


Rak hag an hini a santela hag ar re a zo santelaet a zeu eus unan hepken. Abalamour da-se n’en deus ket mezh ouzh o gervel e vreudeur,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos