Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 15:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 An hini a stoko outo a vo dic’hlan; kannañ a raio e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 15:27
15 Referencias Cruzadas  

Skuilhañ a rin warnoc'h doureier glan, hag e viot glanaet. Ho klanaat a rin eus hoc'h holl loustoni hag eus hoc'h holl idoloù.


Ho tieubiñ a rin eus hoc'h holl loustoni, hag e c'halvin ar gwinizh, hag e kreskin anezhañ, ne gasin ken an naonegezh warnoc'h.


Dic’hlan e viot abalamour dezho; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,


Pa vo glanaet an hini en deus ar berad diouzh e verad, e konto seizh devezh evit e c’hlanidigezh; neuze e kanno e zilhad, e walc’ho e gig gant dour bev, hag e vo glan.


An hini a stoko ouzh he gwele a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.


Pep gwele ma kousko warnañ e-pad holl amzer he berad a vo eviti evel gwele he saotradur, ha pep tra ma azezo warnañ a vo dic’hlan evel e-pad he saotradur.


Pa vo glanaet eus he berad, e konto seizh devezh, hag e vo glan.


En deiz-se e vo ur vammenn digor da di Juda ha da dud Jeruzalem, evit ar pec'hed hag evit an dic'hlanded.


Kement tra a vo stoket gant un den dic'hlan a vo dic'hlan, hag an hini a stoko outañ a vo dic'hlan betek an noz.


tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.


pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.


Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos