Ra gouezho ar gwad-se war benn Joab ha war holl di e dad! Ra vo e ti Joab da viken un den bennak o kaout ur berad pe al lorgnez, pe oc'h en em harpañ war ur vazh, pe o kouezhañ dre ar c'hleze, pe o vezañ e diouer a vara!
Piv bennak eus lignez Aaron hag a vo lovr pe en devo ur berad, ne zebro ket eus an traoù santel betek ma vo glanaet. An hevelep doare eo evit an hini en devo stoket ouzh un den dic’hlanaet gant unan marv, pe evit an hini a zeuio dioutañ sper kediadenn,