Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 14:54 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

54 Hounnezh eo al lezenn diwar-benn pep gouli a lorgnez ha diwar-benn an tagn,

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 14:54
16 Referencias Cruzadas  

Hounnezh eo al lezenn diwar-benn al loened, al laboused, ar c’hrouadurioù bev a fiñv en doureier hag ar c’hrouadurioù a ruz war an douar,


An aberzhour a sello ouzh ar gouli a zo war groc’hen ar c’horf. Mar d-eo blev ar gouli deuet da vezañ gwenn ha mar d-eo doare ar gouli donoc’h eget kroc’hen e gorf, ez eo ur gouli lorgnez; an aberzhour a sello outañ hag a zisklêrio anezhañ dic’hlan.


Setu al lezenn diwar-benn an den lovr evit deiz e c’hlanidigezh. Degaset e vo d’an aberzhour.


Hounnezh eo al lezenn diwar-benn an hini en deus ur gouli lorgnez, ha n’en deus ket aez a-walc’h evit e c’hlanidigezh.


Hag e laosko al labous bev er-maez eus kêr, er parkeier, hag e raio dic’haou evit an ti; glan e vo.


Hounnezh eo al lezenn diwar-benn an den en deus ur berad pe a zeu dioutañ sper kediadenn,


Setu lezenn an donezon: Mibien Aaron e ginnigo dirak an AOTROU, a-dal d’an aoter.


Komz da Aaron ha d’e vibien ha lavar: Setu lezenn an aberzh-dic’haouiñ: El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh-dic’haouiñ dirak an AOTROU. Un dra santel-meurbet eo.


Ro an urzh-mañ da Aaron ha d’e vibien o lavarout: Setu lezenn al loskaberzh: Al loskaberzh a chomo war oaled an aoter e-pad an noz betek ar beure hag an tan a vo dalc’het enaouet enni.


Setu lezenn an aberzh a gablusted. Un dra santel-meurbet eo.


Hounnezh eo lezenn al loskaberzh, an donezon, an aberzh-dic’haouiñ, an aberzh a gablusted, ar gouestladur hag an aberzh a drugarekadennoù,


Setu al lezenn: Pa varvo un den en un deltenn, piv bennak a yelo en deltenn ha piv bennak en em gavo en deltenn a vo dic'hlan e-pad seizh devezh.


Setu al lezenn diwar-benn ar warizi, p'he devo distroet ur wreg diouzh hec'h ozhac'h hag en em saotret,


Setu lezenn an Nazeread pa vo deizioù e engouestl leuniet: degaset e vo ouzh digor teltenn an engalv,


Diwall diouzh gouli al lorgnez, evesha mat ha gra kement a gelenno deoc'h an aberzhourien, al Levited, evesha d'ober evel ma em eus gourc'hemennet dezho.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos