52 An ti a c’hlanaio gant gwad al labous, gant an dour bev, gant al labous bev, gant ar c’hoad sedrez, gant ar sikadez ha gant ar ruz-moug.
an aberzhour a c’hourc’hemenno kemer, evit e c’hlanidigezh, daou labous bev ha glan, koad sedrez, ruz-moug hag sikadez.
Kemer a raio ar c’hoad sedrez, ar sikadez, ar ruz-moug hag al labous bev, hag e soubo anezho e gwad al labous lazhet a-us d’an dour bev. Ober a raio ar sparfadur seizh gwech war an ti.
Hag e laosko al labous bev er-maez eus kêr, er parkeier, hag e raio dic’haou evit an ti; glan e vo.