Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 14:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 Mar deu ar gouli adarre ha mar dispuilh en ti goude ma oa bet tennet ar vein, goude ma oa bet raklet an ti ha goude ma oa bet induet,

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 14:43
9 Referencias Cruzadas  

Drougiezh 'zo en da loustoni. Pa em eus klasket da c'hlanaat, n'out ket deuet da vezañ glan, ha neuze ne vi ken glanaet eus da loustoni, ken na'm bo sevenet va c'hounnar a-enep dit.


Kemeret e vo mein all hag e vint lakaet e-lec’h ar re gentañ; kemeret e vo pri-raz all evit induañ an ti.


an aberzhour a addeuio ennañ hag a sello. Mar d-eo ar gouli astennet en ti, ez eo ul lorgnez wriziennet en ti, dic’hlan eo.


Met mar deu an aberzhour ha mar gwel penaos ne vo ket astennet ar gouli en ti goude ma’z eo bet induet an ti, an aberzhour a zisklêrio an ti glan, rak ar gouli a zo pareet.


Goude bezañ tec’het diouzh hudurniezh ar bed dre anaoudegezh an Aotrou ha Salver Jezuz-Krist, mar deuont d’en em reiñ a-nevez e-barzh ha da vezañt trec’het, o stad diwezhañ a vo gwashoc’h eget an hini kentañ.


Met c’hoarvezet eo ganto hervez ur c’hrennlavar gwir: Ar c’hi a zo distroet d’ar pezh en doa distaolet, hag ar wiz a zo en em ruilhet er fank goude bezañ bet gwalc’het.


Sklosennoù int en ho predoù a garantez pa zebront ganeoc’h oc’h en em vagañ o-unan hep dalc’hidigezh ebet. Int a zo koabrennoù hep dour kaset amañ hag ahont gant an avelioù, gwez difrouezh e dilerc’h an diskar-amzer marv div wech ha diwriziennet,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos