Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 14:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 Pa viot aet e bro Ganaan, a roan deoc’h da berc’hennañ, mar lakaan ur gouli lorgnez war un ti eus ar vro a vo deoc’h,

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 14:34
28 Referencias Cruzadas  

An AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me a roio ar vro-mañ da'z lignez! Hag e savas eno un aoter d'an AOTROU a oa en em ziskouezet dezhañ.


Sav, kerzh dre ar vro a-hed hag a-led, rak he reiñ a rin dit.


Reiñ a rin dit ha da'z lignez da c'houde ar vro m'emaout o chom enni, holl vro Ganaan, evit he c'haout da viken, hag e vin o Doue.


Lavarout a reas: Mar selaouez gant evezh mouezh an AOTROU da Zoue, mar rez ar pezh a zo reizh dirak e zaoulagad, mar roez skouarn d'e c'hourc'hemennoù ha mar mirez e holl lezennoù, ne roin ket dit hini ebet eus ar c'hleñvedoù am eus lakaet war an Ejipt, rak me eo an AOTROU a yac'ha ac'hanout.


Mallozh an AOTROU a zo war di an den drouk, met bennigañ a ra ti ar re reizh.


Me a stumm ar sklêrijenn, me a grou an deñvalijenn, me a ra an eurvad, me a grou ar gwalleur, me an AOTROU a ra kement-se.


An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:


diwar-benn lorgnez an dilhad hag an tiez,


Lavaret em eus deoc’h: C’hwi eo a berc’henno o bro, me a roio deoc’h anezhi da zalc’h, ur vro a zever gant laezh ha mel. Me eo an AOTROU ho Toue, en deus disrannet ac’hanoc’h diouzh ar pobloù.


Komz da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet er vro a roan deoc’h ha ma reot an eost enni, e tegasot d’an aberzhour ur feskenn eus frouezh kentañ hoc’h eost.


Komz da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet er vro a roan deoc’h, an douar en devo ur sabad evit an AOTROU.


Hag e sono ar shofar en ur gêr hep na vo spontet ar bobl? Hag e c'hoarvezo ur gwalleur en ur gêr hep n'en devo e c'hraet an AOTROU?


Rak setu an AOTROU a ro e urzhioù, hag e raio d'an ti bras kouezhañ en e boull ha d'an ti bihan bezañ frailhet.


Mouezh an AOTROU a gri da gêr, hag an hini a zo fur a zoujo da anv; selaouit ar wialenn, hag an hini en deus gourc'hemennet anezhi.


Me a skuilho anezhi, eme AOTROU an armeoù, hag ez aio e ti al laer hag e ti ar falstouer a dou e gaou em anv. Chom a raio e-kreiz e di, hag e lonko anezhañ gant e goad hag e vein.


ma vo ar vro sujet dirak an AOTROU, ma tistroit goude-se, neuze e viot didamall e-keñver an AOTROU hag e-keñver Israel, hag ar vro-se a vo deoc'h, evel ho talc'h dirak an AOTROU.


Ni a dremeno harnezet dirak an AOTROU da vro Ganaan, ha ra vo deomp hon hêrezh en tu-mañ d'ar Jordan.


Komz da vibien Israel ha lavar: Pa ho po treuzet ar Jordan evit mont da vro Ganaan,


Setu ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a virot, diouto e reot er vro a ro deoc'h an AOTROU, Doue da dadoù, evit he ferc'hennañ, e-pad an holl amzer a vevot war an douar.


P'en devo distrujet an AOTROU da Zoue a-zirazout ar broadoù, a ro dit an AOTROU da Zoue o douar, pa berc'henni o bro hag e vi o chom en o c'hêrioù hag en o ziez,


Pa vi aet er vro a ro dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh da berc'hennañ anezhi, hag e vi o chom enni,


Skrivañ a ri warno holl gomzoù al lezenn-mañ pa dremeni evit mont d'ar vro a ro dit an AOTROU da Zoue, ur vro a zever gant laezh ha mel, evel m'en deus lavaret dit an AOTROU, Doue da dadoù.


Pign war venez Abarim, war venez Nebo, a zo e bro Voab, a-dal da Jeriko, ha sell ouzh bro Ganaan a roan da hêrezh da vibien Israel.


An AOTROU a lamo ar c'hleñved eus da greiz, hag an holl c'houlioù drouk ac'h eus anavezet en Ejipt, ne lakaio ket warnout, met o lakaat a raio war ar re holl a gasa ac'hanout.


Jozue a oa kozh hag oadet bras. An AOTROU a lavaras dezhañ: Te a zo kozh hag oadet bras, hag e chom ur vro bras-meurbet da berc'hennañ.


An AOTROU a ra mervel hag a ra bevañ. Eñ a ra diskenn d'al lec'h ar marv hag a ra da zont er-maez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos