Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 14:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 An aberzhour a gemero eus gwad an aberzh a gablusted hag an aberzhour en lakaio war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 14:14
16 Referencias Cruzadas  

Hag e lazhi an tourz. Kemer a ri eus e wad, e lakai anezhañ war flipezenn skouarn dehou Aaron ha war flipezenn skouarn dehou e vibien, war veud o dorn dehou ha war veud o zroad dehou, hag e skuilhi ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


Perak c'hoazh skeiñ ganeoc'h pa gendalc'hit hoc'h emsavadeg? Ar penn holl a zo klañv, ar galon holl a zo diyac'h.


An aberzhour a ginnigo an aberzh-dic’haouiñ hag a raio an dic’haou evit an hini da c’hlanaat eus e zic’hlanded, ha goude e lazho al loskaberzh.


Lazhañ a raio oan an aberzh a gablusted. An aberzhour a gemero eus gwad an aberzh a gablusted hag en lakaio war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou.


Ho pediñ a ran eta, breudeur, dre drugarez Doue, da ginnig ho korfoù en aberzh bev, santel, plijus da Zoue, ar pezh a zo ul lid dereat eus ho perzh.


Na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed evit bezañ binvioù a zireizhder, met en em roit hoc’h-unan da Zoue evel tud deuet eus ar marv d’ar vuhez, ha roit hoc’h izili evel binvioù a reizhder evit Doue.


Komz a ran hervez giz an dud abalamour da zinerzhded ho kig. Evel eta ma hoc’h eus roet hoc’h izili da sklavourien d’an hudurniezh ha d’ar fallentez evit ar fallentez, evel-se roit hoc’h izili bremañ da sklavourien d’ar reizhder evit ar santeladur.


rak dasprenet oc’h bet gant ur priz bras. Roit eta gloar da Zoue en ho korf hag en ho spered, ar re a zo da Zoue.


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


Diwall diouzh gouli al lorgnez, evesha mat ha gra kement a gelenno deoc'h an aberzhourien, al Levited, evesha d'ober evel ma em eus gourc'hemennet dezho.


hervez va gortoz start ha va esperañs, penaos ne’m bo mezhegezh e netra, met penaos en holl fiziañs e vo rentet gloar da Grist em c’horf c’hoazh bremañ evel bepred, pe dre va buhez pe dre va marv.


C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos