Hounnezh eo al lezenn diwar-benn gouli al lorgnez war un dilhad gloan pe war un dilhad lin pe en ur steuñvenn pe en un anneuenn pe war un dra bennak a groc’hen, evit disklêriañ ar pezh a zo glan hag ar pezh a zo dic’hlan.
Piv bennak eus lignez Aaron hag a vo lovr pe en devo ur berad, ne zebro ket eus an traoù santel betek ma vo glanaet. An hevelep doare eo evit an hini en devo stoket ouzh un den dic’hlanaet gant unan marv, pe evit an hini a zeuio dioutañ sper kediadenn,
o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen, met kae d’en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig evit da c’hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.