Leviegezh 13:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
7 Mar d-eo astennet an darouedenn war ar c’hroc’hen goude m’en devo sellet an aberzhour outañ evit e zisklêriañ glan, an aberzhour a sello outañ un eil gwech.
Pa en devo un den war groc’hen e gorf ur yoc’henn, un darouedenn pe un tarch gwenn, a vo war groc’hen e gorf evel ur gouli lorgnez, degaset e vo da gavout Aaron an aberzhour, pe da gavout unan eus e vibien an aberzhourien.
An aberzhour a sello outañ un eil gwech d’ar seizhvet deiz. Mar d-eo deuet ar gouli da vezañ teñvaloc’h ha ma n’eo ket astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ glan, un darouedenn eo. Kannañ a raio e zilhad hag e vo glan.