Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 13:57 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

57 Pa sello, mar d-eo c’hoazh war an dilhad pe er steuñvenn pe en anneuenn pe war an dra bennak a groc’hen, un dispuilh eo, devet e vo en tan ar pezh emañ ar gouli warnañ.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 13:57
10 Referencias Cruzadas  

Ar bec'herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant un tan loskus? Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant flammoù peurbadus?


e steuñvenn pe en anneuenn al lin pe ar gloan, pe en ur c’hroc’hen pe en un dra bennak graet gant kroc’hen,


Pa sello an aberzhour, mar d-eo deuet ar gouli da vezañ teñval goude ma vo bet gwalc’het, e tiframmo anezhañ diouzh an dilhad pe diouzh ar c’hroc’hen pe diouzh ar steuñvenn pe diouzh an anneuenn.


Pa vo aet kuit ar gouli diouzh an dilhad pe diouzh ar steuñvenn pe diouzh an anneuenn pe diouzh an dra bennak a groc’hen, goude ma vo be gwalc’het, neuze e vo gwalc’het un eil gwech, hag e vo glan.


Pa glevas ar roue kement-se, e savas droug ennañ hag, o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se hag e tevas o c’hêr.


Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.


E grouer a zo gantañ en e zorn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh er solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.


Diwall diouzh gouli al lorgnez, evesha mat ha gra kement a gelenno deoc'h an aberzhourien, al Levited, evesha d'ober evel ma em eus gourc'hemennet dezho.


Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d’an euzhusted ha d’ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos