Mar d-eo un tarch gwenn-kann war groc’hen ar c’horf ha ma n’eo ket e zoare donoc’h eget ar c’hroc’hen ha ma n’eo ket e vlev deuet da vezañ gwenn, an aberzhour a serro e-pad seizh devezh an hini en deus ar gouli.
ha ma vo ar gouli arwer pe arruz war an dilhad pe war ar c’hroc’hen pe er steuñvenn pe en anneuenn pe en un dra bennak a groc’hen, ur gouli a lorgnez eo; gwelet e vo gant an aberzhour.
Sellout a raio ouzh ar gouli d’ar seizhvet deiz. Mar d-eo ar gouli astennet war an dilhad pe er steuñvenn pe en anneuenn pe war ar c’hroc’hen pe war un dra bennak graet gant kroc’hen, ur gouli a lorgnez wriziennet eo, dic’hlan eo.