Lavarout a reas: Mar selaouez gant evezh mouezh an AOTROU da Zoue, mar rez ar pezh a zo reizh dirak e zaoulagad, mar roez skouarn d'e c'hourc'hemennoù ha mar mirez e holl lezennoù, ne roin ket dit hini ebet eus ar c'hleñvedoù am eus lakaet war an Ejipt, rak me eo an AOTROU a yac'ha ac'hanout.
an aberzhour a sello outañ. Mar d-eo ar blev deuet da vezañ gwenn ha mar kav dezhañ ez eo donoc’h eget ar c’hroc’hen, eo al lorgnez o tispuilhañ en devad. An aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo.