An aberzhour a sello outañ. Mar d-eo ur yoc’henn wenn war e groc’hen ha mar he deus lakaet ar blev da vezañ gwenn ha mar d-eo ur mesk a gig bev er yoc’henn,
Mar dispuilh al lorgnez war ar c’hroc’hen ha mar golo al lorgnez holl groc’hen an hini en deus ar gouli adal ar penn betek an treid, dre holl ma c’hell an aberzhour gwelout,
Mar d-eo un tarch gwenn-kann war groc’hen ar c’horf ha ma n’eo ket e zoare donoc’h eget ar c’hroc’hen ha ma n’eo ket e vlev deuet da vezañ gwenn, an aberzhour a serro e-pad seizh devezh an hini en deus ar gouli.