Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 12:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 An aberzhour a ginnigo anezho dirak an AOTROU hag a raio an dic’haou eviti; glanaet e vo eus ha red-gwad. Hounnezh eo al lezenn diwar-benn ar wreg a c’han ur paotr pe ur plac’h.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 12:7
16 Referencias Cruzadas  

Ha pa veze echu tro deizioù ar fest, Job a gase da gerc'hat e vibien evit o santelaat. O sevel mintin mat, e kinnige loskaberzhoù evit pep hini anezho, rak Job a lavare: Marteze o deus pec'het va mibien, hag o deus dismegañset Doue en o c'halonoù. Evel-se e rae Job bepred.


Piv a c'hello tennañ ar c'hlanded eus unan hudur? Den ne c'hello.


Lakaat a raio e zorn war benn al loskaberzh, a vo degemeret evit ober dic’haou.


Pa vo peurdremenet deizioù he glanidigezh, evit ur mab pe evit ur verc’h, e tegaso un oan eus ur bloaz evit al loskaberzh hag ur goulm yaouank pe un durzhunell evit an aberzh-dic’haouiñ, ouzh digor teltenn an engalv.


Ma n’he deus ket aez da zegas un oan, e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evit al loskaberzh hag eben evit an aberzh-dic’haouiñ. A aberzhour a raio an dic’haou eviti hag e vo glanaet.


An aberzhour a ginnigo anezho, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, abalamour d’e verad.


Ober a raio evit ar c’hole-mañ evel ma vez graet evit ar c’hole-dic’haouiñ; ober a raio er memes doare. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evito, hag e vo pardonet dezho.


Lakaat a raio an holl lard da vogediñ war an aoter evel lard an aberzh a drugarekadennoù. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou eus e bec’hed evit ar penn-bras-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.


An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter; ur c’hwezh dudius d’an AOTROU e vo. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evit an den-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.


An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an oan en aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter evel er prof graet dre an tan dirak an AOTROU. Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet, hag e vo pardonet dezhañ.


peogwir o deus holl pec’het, ha ma tioueront gloar Doue,


evit diskouez e reizhder en amzer a-vremañ, en doare da vezañ e-unan reizh ha da reishaat an neb en deus ar feiz eus Jezuz.


Rak an ozhac’h difeiz a zo santelaet gant ar wreg hag ar wreg difeiz a zo santelaet gant an ozhac’h, anez da-se ho pugale a vije dic’hlan, e-lec’h bremañ ez int santel.


N’eus ken na Yuzev na Gresian, n’eus ken na sklavour na den frank, n’eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc’h unan e Jezuz-Krist.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos