En em dennit, en em dennit, it er-maez ac'hano! Na stokit ouzh netra dic'hlan! It kuit eus he c'hreiz! En em c'hlanait, c'hwi hag a zoug listri an AOTROU!
Mar en deus stoket unan bennak ouzh un dra bennak dic’hlan, evel korf marv un aneval dic’hlan pe korf marv ul loen gouez dic’hlan pe korf marv ur stlejvil dic’hlan, ha ma vez kuzhet outañ, dont a raio da vezañ dic’hlan ha kablus.
Eñ a lavaras dezho: Ha bez’ oc’h eta c’hwi ivez hep skiant? Ne gomprenit ket penaos kement tra a zo er-maez hag a antre en den ne c’hell ket e lousaat?
Lavarout a reas dezho: Anavezout a rit ez eo difennet d’ur Yuzev daremprediñ un diavaeziad pe mont en e di. Met Doue en deus desket din ne dlean sellout den evel saotret pe dic’hlan.
da lavarout eo, m’en em virot diouzh ar pezh a zo bet aberzhet d’an idoloù, diouzh ar gwad, diouzh ar pezh a zo bet mouget ha diouzh ar c’hadaliezh. Mat a reot diwall diouzh an traoù-se. Yec’hed deoc’h!
N’eo ket ur boued hol laka da vezañ plijus da Zoue. Rak ma tebromp, ne zeu talvoudegezh ebet deomp a-se, ha ma ne zebromp ket, n’hor bo koll ebet a gement-se.