Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 11:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 Ar stlejviled a ruz war an douar, ar re a vale war o c’hof, ar re a gerzh war bevar droad pe war un niver bras a dreid, n’o debrot ket, rak un euzhusted e vint evidoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 11:42
12 Referencias Cruzadas  

Doue a lavaras: Ra broduo an doureier boudoù bev a-fonn, ha ra nijo laboused a-us d'an douar war-zu astennidigezh an neñvoù.


Ar bleiz hag an oan a beuro a-gevret, al leon a zebro plouz evel an ejen, ar poultr a vo boued an naer. Ne vo ket graet a zroug ha ne vo ket distrujet war va holl venez santel, eme an AOTROU.


Pep loen o ruzañ war an douar a vo un euzhusted evidoc’h, ne vo ket debret.


Na lakait ket ac’hanoc’h da zont da vezañ euzhus dre stlejvil ebet a ruz, n’en em lakait ket dic’hlan drezo, n’en em saotrit ket drezo.


Lipat a raint ar poultr evel an naer, evel amprevaned an douar, mont a raint spouronet er-maez eus o bodennoù. Dont a raint en ur grenañ da gavout an AOTROU hon Doue, doujañ a raint ac'hanout.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned ha war ar c’houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag ar feiz. Ar re-se a oa an traoù a dleec’h d’ober, hep koulskoude dilezel ar re all.


Met, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d’e vadeziant, e lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc’h tec’hout diouzh ar gounnar da zont?


Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.


Rak hevelep tud a zo fals-ebestel, labourerien tromplus dic’hizet en ebestel Krist.


Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d’en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.


Unan bennak anezho, o frofed o-unan, en deus lavaret: Ar Gretiz a zo bepred gaouiat, loened fall, kofoù didalvez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos