Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 11:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Setu amañ ar re a vo dic’hlan evidoc’h a-douez al loened a ruz war an douar: ar c’hoz, al logodenn, ar glazard hag e rumm,

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 11:29
19 Referencias Cruzadas  

Doue a lavaras: Ra broduo an doureier boudoù bev a-fonn, ha ra nijo laboused a-us d'an douar war-zu astennidigezh an neñvoù.


Rak an hini drouk a vrabañs gant c'hoant e ene, hag al laer a zroukped a-enep an AOTROU hag a zismegañs anezhañ.


ar glazard, a vez tapet gant daou zorn hag a ya e palezioù ar roue.


Ar re en em santela hag en em c'hlana e-kreiz al liorzhoù, an eil war-lerc'h egile, ar re a zebr kig moc'h, traoù euzhus ha logod, a vo kuzumet a-gevret, eme an AOTROU.


hag an hini a zougo o c’horfoù marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz. Dic’hlan e vint evidoc’h.


an avalaouer, ar ran, ar vaot, ar velc’hwedenn, ar c’hameleon.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ur wech c'hoazh, a-benn nebeut, e vrañsellin an neñvoù hag an douar, ar mor hag ar sec'h.


Hag e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni, rak un den n’en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù.


Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaouas kement-se hag a reas goap anezhañ.


Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, va c’hlaskit n’eo ket abalamour m’hoc’h eus gwelet mirakloù met abalamour m’hoc’h eus debret bara ha m’hoc’h eus bet ho kwalc’h.


Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas ha n’ejont ken gantañ.


evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,


O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.


Lakait eta da vervel en hoc’h izili ar pezh a zalc’h d’an douar, ar c’hadaliezh, an hudurniezh, an drouksoñjoù, an droukc’hoantoù, ar pizhoni a zo idolerezh,


Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc’h eus rak eñ e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac’hanout ha ne guitain ket ac’hanout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos