D'an eur-se e voe peurc'hraet ar ger-se war Nebukadnezar. Kaset e voe kuit a-douez an dud, debriñ a reas geot evel an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neñv, betek ma kreskas e vlev evel pluñv an erer hag e ivinoù evel re al laboused.
Kaset e vo er-maez eus ar c’hamp ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ hag ar bouc’h evit an aberzh-dic’haouiñ, a oa bet degaset o gwad el lec’h santel evit ober an dic’haou; o c’hrec’hin, o c’hig hag o fank a vo devet en tan.
ar c’hole a-bezh, a gaso er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan, ma vez taolet ennañ al ludu, hag e tevo anezhañ war ar c’hoad en tan; devet e vo war ar bern ludu.
An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbet a c’holoio ac’hanout gant e skeud. Dre-se ar bugel santel a vo ganet ac’hanout a vo galvet Mab Doue.
dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!