Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Krennlavarioù 4:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Pa oan c'hoazh ur bugel tost da'm zad, tener ha karedik e-kichen va mamm,

Ver Capítulo Copiar




Krennlavarioù 4:3
8 Referencias Cruzadas  

Ha David a lavare: Va mab Salomon a zo yaouank ha tener, hag an ti a zo da sevel d'an AOTROU a zle bezañ savet uhel-meurbet, evit kaout brud ha gloar en holl vroioù. Fellout a ra din eta kempenn evitañ an holl draoù. Hag e kempennas David traoù e-leizh a-raok e varv.


Hag ar roue David a lavaras d'an holl vodadeg: Va mab Salomon, an hini hepken dibabet gant Doue, a zo yaouank ha tener, hag al labour a zo bras, rak ar palez n'eo ket evit un den, met evit an AOTROU Doue.


Setu amañ a re a voe ganet dezhañ e Jeruzalem: Shimea, Shobab, Natan, Salomon, o fevar eus Bath-Shua merc'h Amiel,


AOTROU, gouzout a ran n'eo ket dioutañ hent an den, ha n'eo ket e galloud an hini a gerzh da ren e gammedoù.


Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.


Ho pet an hevelep soñjoù etrezoc’h. Na glaskit ket an traoù uhel, met tremenit gant an traoù izel. Na vezit ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos