Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 2:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 o vezañ diwisket ar priñselezhioù hag an nerzhioù, lakaet en deus anezho war wel dirak an holl goude bezañ o zrec’het e-unan war ar groaz.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 o veza divisket ar princelezou hag ar puissansou, lakeat hen deuz anezhe da spectacl dirag an holl, o veza ho zrec’het var ar groaz‐ze.

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 2:15
25 Referencias Cruzadas  

Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.


Kirri Doue a zo niveret dre ugent mil, dre vilieroù azdoublet. Emañ an AOTROU en o c'hreiz, ar Sinai a zo er santual.


Setu perak e roin e lod dezhañ e-touez ar re vras. Lodennañ a raio e breizh gant ar re c'halloudek, dre m'en deus roet e ene d'ar marv, dre m'eo bet lakaet e renk an dorfedourien, dre m'en deus douget pec'hedoù kalz a dud, ha dre m'en deus erbedet evit an drougobererien.


Pe, penaos e c’hell unan bennak mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se? Neuze hepken e preizho e di.


Eñ a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezhañ eus an neñv evel ul luc’hedenn.


Met pa zeu unan all kreñvoc’h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno hag e lodenn e ziwisk.


ar varnedigezh, dre ma’z eo bet barnet priñs ar bed-mañ.


P’en doe Jezuz kemeret ar gwinegr, e lavaras: Peurc’hraet eo! Hag, o vezañ pleget e benn, e rentas e Spered.


Goude kement-se e teuio an diwezh, pa adroio ar rouantelezh da Zoue hag a zo ivez Tad, goude bezañ kaset da netra pep priñselezh, pep nerzh ha pep galloud,


Grasoù ra vo roet da Zoue, dre ma laka ac’hanomp atav da drec’hiñ e Krist hag e skuilh drezomp c’hwezh-vat e anaoudegezh e pep lec’h.


evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.


evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc’h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d’ar priñselezhioù ha d’an nerzhioù el lec’hioù neñvel,


Dre-se eo e lavar: O vezañ pignet d’an nec’h, en deus kaset dalc’het an dalc’herezh, hag en deus lodennet donezonoù d’an dud.


Rak n’eo ket a-enep ar c’hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep ar nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec’hioù uhel.


Rak ennañ eo bet krouet pep tra en neñv ha war an douar, ar re welus hag ar re ziwelus, an tronioù, ar mestronioù, ar priñselezhioù, an nerzhioù. An holl draoù a zo bet krouet drezañ hag evitañ.


hag hoc’h eus pep leunder ennañ-eñ, hag a zo mestr war bep priñselezh ha pep nerzh.


Pa o deus eta ar vugale lod er c’hig hag er gwad, eñ en deus bet ivez lod e kement-se, evit ma tiskarje dre ar marv an hini en doa ar galloud war ar marv, da lavarout eo an diaoul,


An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.


An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos