Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 5:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Az pez soñj, AOTROU, eus ar pezh a zo erruet ganeomp, sell ha gwel hon dismegañs.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 5:1
26 Referencias Cruzadas  

Hag e lavarjont din: Ar restad o vezañ achapet eus an harlu a zo aze er proviñs, en ur reuzeudigezh bras hag en dismegañs; mogerioù Jeruzalem a zo diskaret hag he dorojoù a zo bet devet dre an tan.


Az pez soñj, me az ped, eus ar gomz ac'h eus roet da Voizez da servijer o lavarout: Ober a reot pec'hedoù, ha me ho stlabezo e-touez ar broadoù,


O hon Doue! Selaou, rak ni a zo disprizet! Gra d'o dismegañs distreiñ war o fenn, ro anezho d'ar breizhadeg en ur vro ma vint dalc'het enni.


Az pez soñj ec'h eus va stummet evel pri; hag em lakafes da vont en-dro d'ar poultr?


Dalc'h soñj n'eo va buhez nemet ur c'hwezhadenn, ha n'adwelo ken va lagad an eürusted.


Sell ouzh va glac'har, ha va dieub, rak ne'm eus ket ankounac'haet da lezenn.


Az pez soñj penaos an enebour a zismegañs, o AOTROU, ha penaos ur bobl diskiant a zispriz da anv!


Ro d'hon amezeien seizh gwech muioc'h en o bruched, an dismegañs o deus graet dit, Aotrou!


Bet omp en dismegañs d'hon amezeien, ur goapaerezh hag ur c'hoariell d'ar re a zo en-dro deomp.


Jeruzalem, lakaet em eus gedourien war da vogerioù, biken ne davint, nag en deiz nag en noz. C'hwi hag a zalc'h soñj eus an AOTROU, n'eus diskuizh ebet evidoc'h,


Gouzout a rez, o AOTROU! Az pez soñj ac'hanon, gweladenn ac'hanon ha va veñj eus va heskinerien! Na lam ket ac'hanon, o taleañ da fulor, ha gouez e c'houzañvan an dismegañs evidout.


Mezhek e oamp, a lavarot, o klevout an dismegañsoù hon eus klevet. Ar vezh he deus goloet hon dremmoù, pa'z eo deuet diavaezidi a-enep santualioù ti an AOTROU.


Hec'h holl bobl a huanad, klask a reont bara. Roet o deus o holl draoù plijus evit boued, evit adkavout o buhez. Gwel, AOTROU, ha sell penaos ez on disprizet!


Sell AOTROU! Me 'zo en estrenvan, va c'hreizon a verv. Va c'halon a zo trubuilhet ennon, rak gwall zisent on bet. En diavaez ar c'hleze en deus graet e zistrujoù, en diabarzh ez eus ar marv.


He saotradur a oa e pleg he sae, n'eo ket bet prederiet gant he diwezh. Izelaet en un doare souezhus, nikun n'he frealz. Sell, AOTROU, va glac'har! An enebour a gemer lorc'h.


An holl dremenidi a stlak o daouarn warnout. C'hwitellat a reont, hejañ a reont o fenn war verc'h Jeruzalem. Hag eo hi ar gêr a zo anvet peurvat en he c'haerder, levenez an douar holl?


Sell, AOTROU, gwel da biv ec'h eus graet evel-se! Hag e tebro ar gwragez o frouezh, ar vugaligoù a vailhurent? Hag e vo lazhet an aberzhour hag ar profed e santual an AOTROU?


Az pez soñj eus va glac'har hag eus va c'hantreadeg; n'int nemet huelenn ha c'hwervoni.


ken na sello an AOTROU ha na welo eus an neñvoù.


AOTROU, klevet ec'h eus o dismegañs hag o holl iriennoù a-enep din,


AOTROU, klevet em eus ar pezh ac'h eus roet da glevout. Leuniet on a aon. AOTROU, e-pad ar bloavezhioù, laka da oberenn da advevañ! E-pad ar bloavezhioù, ro-hi da vezañ anavezet! Ez kounnar, az pez soñj da gaout truez!


Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac’hanon pa zeui ez rouantelezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos