Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 4:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Dremm an AOTROU he deus o stlabezet, ne sello ken outo. N'o deus ket doujet an aberzhourien, n'o deus ket bet truez ouzh ar re gozh.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 4:16
20 Referencias Cruzadas  

Milliget ra vo o c'hounnar rak taer e voe, hag o fulor rak kriz e voe! O rannañ a rin e Jakob hag o stlabezañ a rin en Israel.


Neuze e lakaas da bignat a-enep dezho roue ar Galdeiz, a lazhas o zud yaouank dre ar c'hleze e ti o santual. Ha n'en doe truez nag ouzh an den yaouank, nag ouzh ar werc'hez, nag ouzh ar c'hozhiad, nag ouzh ar blev gwenn, a lakaas holl etre e zaouarn.


lakaat o lignez da gouezhañ etre ar broadoù, o stlabezañ en holl vroioù.


Koulskoude e sellas outo en o estrenvan, pa glevas o c'hriadennoù.


Hag e vo gant an aberzhour evel gant ar bobl, gant ar mestr evel gant ar servijer, gant ar vestrez evel gant ar vatezh, gant ar gwerzher evel gant ar prener, gant ar prester evel gant an amprester, gant ar c'hredour evel gant an dleour.


Kounnaret e oan a-enep va fobl, disakret em eus va hêrezh, o lakaet em eus etre da zaouarn, ne'c'h eus ket bet truezus en o c'heñver, lakaet ec'h eus da yev da bouezañ pounner war an den kozh,


Hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, en abeg da Vanase mab Ezekiaz roue Juda, evit ar pezh en deus graet e Jeruzalem.


Hag e rin dezho bezañ ur spont evit o gwalleur, dre holl rouantelezhioù an douar, evit bezañ un dismegañs, ur flemmadenn, ur c'hoapadenn, ur vallozh, en holl lec'hioù ma em bo o c'haset.


Penn ar warded a gemeras an aberzhour-meur Seraja, an eil-aberzhour Sofonia, ha tri diwaller an treuzoù.


Sell, AOTROU, gwel da biv ec'h eus graet evel-se! Hag e tebro ar gwragez o frouezh, ar vugaligoù a vailhurent? Hag e vo lazhet an aberzhour hag ar profed e santual an AOTROU?


Gwastet en deus e deltenn evel ul liorzh ha distrujet lec'h e vodadenn. An AOTROU en deus graet disoñjal e Sion ar gouelioù hag ar sabadoù. E fulor e gounnar en deus distaolet ar roue hag an aberzhour.


Pennoù a zo bet kroget dre o daouarn, dremm an henaourien n'eo ket bet doujet.


Tadoù a zebro o mibien en da greiz, ha mibien a zebro o zadoù. Evel-se e rin va barnedigezhioù a-enep dit, hag e stlabezin an nemorant d'an holl avelioù.


An AOTROU a lakaio ac'hanout da vezañ pilet gant da enebourien; mont a ri a-enep dezho dre un hent, hag e tec'hi a-zirazo dre seizh hent, hag e vi stlabezet dre holl rouantelezhioù an douar.


Me a lavarfe: O stlabezañ a rin, hag e tiverkin o eñvor a-douez an dud!


nann un emglev evel an hini am eus graet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt; rak n’o deus ket kendalc’het em emglev hag em eus o dilezet, eme an Aotrou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos