Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 4:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 An AOTROU en deus sevenet e fulor, stlabezet e gounnar entanet, hag enaouet e Sion un tan en deus lonket he diazezoù.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 4:11
29 Referencias Cruzadas  

Da vibien a zo semplet, gourvezet e korn pep straed, evel un antilopenn tapet en ur roued, bec'hiet gant kounnar an AOTROU, gant rebechoù da Zoue.


Hag e vruzunin anezho an eil war egile, an tadoù hag ar vibien a-unan, eme an AOTROU. N'espernin ket, ne'm bo na truez na trugarez, netra ne harzo ouzhin eus distrujañ anezho.


Met ma ne selaouit ket ouzhin, evit santelaat deiz ar sabad, evit chom hep dougen bec'h ebet, evit chom hep ober dont-tre dezho dre zorojoù Jeruzalem da zeiz ar sabad, e lakain an tan en he dorojoù, deviñ a raio palezioù Jeruzalem, ha ne vo ket mouget.


Me ho kastizo hervez frouezh hoc'h oberoù, eme an AOTROU, me a enaouo en he c'hoadeg un tan a zevo kement a zo en-dro dezhi.


Marteze o fedenn a vo degemeret gant an AOTROU, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, rak kounnar ha fulor en deus an AOTROU disklêriet a-enep ar bobl-mañ a zo bras.


Setu perak, evel-henn e komz an AOTROU: Setu, va c'hounnar, va fulor a gouezho war al lec'h-mañ, war an dud ha war al loened, war gwez ar parkeier ha war frouezh an douar, va fulor a zevo ha ne vo ket mouget.


Penaos en deus an AOTROU en e gounnar goloet gant ur goumoulenn merc'h Sion? Taolet en deus eus an neñvoù d'an douar splannder Israel. Da zeiz e gounnar n'en deus ket bet soñj eus skabell e dreid.


An AOTROU en deus graet hervez e vennozh, sevenet en deus ar gomz divizet abaoe pell. Distrujet en deus didruez. Laouenaet en deus an enebour diwar da benn, savet en deus nerzh da waskerien.


Bruzunet en deus holl nerzhioù Israel en e gounnar entanet. Tennet en deus en a-dreñv e zehou dirak e enebourien. Enaouet en deus e Jakob un tanflamm o lonkañ a bep tu.


Stegnet en deus e wareg evel un enebour. Dalc'het en deus e zehou evel hini un argader, lazhet en deus kement hini a oa plijus d'al lagad. E teltenn merc'h Sion en deus skuilhet e gounnar evel un tan.


An AOTROU en doa graet e vennozh, distrujañ moger merc'h Sion. Astennet en deus ar gordenn warni ha n'en deus ket lamet e zorn a-raok bezañ he gwastet. Lakaet en deus e kañv an harz hag ar voger, a-gevret e klemmont.


Merc'h Sion, poan da zireizhder a zo echu, ne'z kaso ken en harlu. Merc'h Edom, kastizañ a raio da zireizhder, hag e tizoloio da bec'hedoù.


Setu perak em eus skuilhet warno va fulor, pulluc'het em eus anezho gant tan va c'hounnar, hag e lakain o hentoù war o fenn, eme an Aotrou AOTROU.


Hag em eus skuilhet va fulor warno, en abeg d'ar gwad o deus lakaet da redek war ar vro, ha d'an idoloù m'o deus he saotret ganto.


An hini a vo pell a varvo dre ar vosenn, an hini a vo tost a gouezho dre ar c'hleze, an hini a vo manet hag a vo sezizet a varvo dre an naonegezh. Evel-se e vo sevenet va c'hounnar a-enep dezho.


Sevenet en deus ar c'homzoù en doa lavaret a-enep deomp hag a-enep hor barnerien o deus hor barnet, lakaet en deus da zont warnomp ur boan vras, rak dindan an neñvoù ne oa ket c'hoarvezet evel m'eo c'hoarvezet e Jeruzalem.


e kerzhin ivez a-enep deoc’h hag e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù.


a-raok ma c'hano an urzh, ha ma tremeno an deiz evel ur bellenn, a-raok ma teuio deiz kounnar an AOTROU warnoc'h, a-raok ma teuio deiz kounnar an AOTROU warnoc'h!


Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.


Rak ar re-se a vo deizioù a gastiz, evit ma’c’h erruo an holl draoù a zo skrivet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos