21 Met kement-mañ a eñvorin da'm c'halon, setu perak em bo esperañs:
Va ene a bulluc'h war-lerc'h da silvidigezh, en gortoz eus da gomz ez on.
Israel, fiz en AOTROU, rak an drugarez a zo e-kichen an AOTROU, hag an dasprenadur a zo fonnus en e gichen.
Madelezhioù an AOTROU eo ned omp ket aet da get, e drugarezioù n'int ket echuet.
Rak ar weledigezh a zo c'hoazh evit un amzer merket. Mont a ra d'he dibenn hep mar. Mard eo dilerc'hiet, gortoz anezhi, rak c'hoarvezout a raio a-dra-sur, ha ne zaleo ket.